Son Alma Ata - Denez Prigent

Son Alma Ata - Denez Prigent

  • Альбом: Denez - Best Of

  • リリース年: 2010
  • 言語: エスペラント
  • 間隔: 3:06

以下は曲の歌詞です Son Alma Ata 、アーティスト - Denez Prigent 翻訳付き

歌詞 " Son Alma Ata "

原文と翻訳

Son Alma Ata

Denez Prigent

Resevet 'm oa ul lizher, ya 'miz paseet 'zo dija

A ginnige din-me kanañ e ker Alma Ata.

Pelec’h 'oa ar barrez-se, n’am boa tamm mennozh ebet

Ha me da sell’t ouzh ur gartenn evit bezañ skleraet

Furchet 'm eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout

Furchet 'm eus e Breizh-Uhel, hag adarre 'chomet boud

Alma Ata ebet c’hoazh en tu all d’ar frontier

Pellgomz 'ran diouzhtu d’an ti-ker 'doa kaset din al lizher

Bonjour deoc’h, Sekretourez, bonjour deoc’h a laran

Kontant da vont lec’h peus laret, met n’ouzon ket p’lec’h emañ

Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C’hall ivez

Sur a walc’h 'm eus komprenet fall, ar pezh p’oa skrivet din me

Alma Ata, 'meus skrivet deoc’h, sellit war ur voul bremañ

Abalamour 'mañ ar ger-se, en URSS, e Kazakstan

200万曲以上の歌詞

様々な言語の楽曲

翻訳

あらゆる言語への高品質な翻訳

クイック検索

必要なテキストを数秒で見つけます